Priz ar c’houmanantoù-mañ zo diouzh ar pezh a vez gounezet gant an oaledoù.
Ar formulennoù koumanantiñ-mañ a c’hall bezañ lakaet war ar gartenn KorriGo personelaet pe gant roadennoù dizanv. Ganti e c’hallit mont ha dont e-giz ma fell deoc’h er rouedad QUB a-bezh.
Ret eo talvoudañ ar gartenn seul taol ma pigner en ur bus.
Klikañ amañ evit lenn an holl guzulioù evit beajiñ evel zo dleet.
Formulennoù
Formulennoù Mare talvoudegezh Deiziad prenañ
Bloaziek A zeiziad da zeiziad Deiziad da zibab
Miziek Eus deiz 1añ ar miz d’an hini diwezhañ Adalek an 20 evit ar miz goude
Klikañ amañ evit pellgargañ an urzh lemel (evit ar c’houmanantoù pass 25 ha 50 hepken)
Teul |
Rannad Tiegezhel adalek an 01/07/23 |
Prizioù bloaziek* |
Prizioù miziek* |
Pass 25 |
610 < QF < 819 |
228€ |
24€ |
Pass 50 |
530 < QF < 609 |
152€ |
16€ |
Pass 75 |
450 < QF < 529 |
76€ |
8€ |
Pass 95 |
QF ≤ 449 |
18€ |
1,80€ |
* Prizioù d’an 01/07/2023
Klikañ amañ evit pellgargañ an holl ditouroù diwar-benn ar prizioù kengred.
Klikañ amañ evit pellgargañ ar furmskrid cheñchamant saviad.
Teulioù prouiñ
- Un teul identelezh : kartenn-anv vroadel pe paseporzh
- Ur poltred : ma vez krouet pe adnevesaet ur gartenn KorriGo.
- Un DAB : evit paeañ dre lamadenn-vank (rankout a ra an den zo ar gont-vank war e anv dont da sinañ.)
Skorennadour CAF oc’h :
- un den en e-unan oc’h : deuit gant un testeni eus ur paeamant a-berzh ar c’hCAF pe un testeni rannad tiegezhel pe gant ho rannad tiegezhel (an teulioù a rank bezañ kozh en tu-mañ da 3 miz)
- ur familh oc’h : deuit gant un testeni eus ur paeamant a-berzh ar c’hCAF, kozh en tu-mañ da 3 miz. Anv an holl dud skoazellet a rank bezañ skrivet.
N’oc’h ket skorennadour CAF :
leuniañ un teuliad goulennet digant KOSG pe klikañ amañ evit pellgargañ anezhañ diwar lec’hienn Kemper Breizh Izel
Goulennit hiroc’h !
Digant hoc’h implijer : gant ar skoaziadenn treuzdougen e c’haller resteurel 75 % eus priz ho koumanant deoc’h.
Digant hoc’h asurañs : gallout a ra resteurel deoc’h ul lodenn eus ho koumanant.