Piv omp-ni?
Degemer mat e rouedad treuzdougen foran Kemper, korvoet hiviziken gant RATP Dev adalek ar 1añ a viz Du. Lorc’h zo ennomp o sikour kêr hag an tolpad-kêrioù da verañ ha da wellaat dalc’hmat ho fiñvusted war ar pemdez.
RATP Dev, un iskevredad eus ar stroll RATP, zo arbennikaet war ar c’horvoiñ rouedadoù treuzdougen boutin er bed a-bezh.
Gant ur vailhoni amprouet e ouzhpenn 14 bro ez eo hor c'hefridi aesaat deoc'h mont ha dont en ur wareziñ ur servij a galite, a c'haller fiziout
Ur rouedad e servij Kemper hag he zolpad-kêrioù
Hor pal eo aesaat ho puhez pemdez dre ur rouedad busoù modernaet, tanavoc'h ha kevreet gwelloc'h. Labourat a reomp evit ho peajoù, pe e vefec’h er gêr-labour, er skol pe evit an dudi, evit ma vo aesoc’h ha plijusoc’h
Ur rouedad hag a gont !
Gant QUB ez eus :
Ouzhpenn 100 000 a dud hag a vez kaset-degaset war un takad hag a zo tost da 282 km².
12 linenn-kêr, 8 linenn e-maez kêr ha 33 linenn dibar Presto a dremen dre ur 1000 arsavlec’h bennak.
Ur servij hag a ya ouzhpenn 3 milion a gilometroù bep bloaz, hag a ra tost da 3,6 milion a veajoù !
C’hoant ho peus da c’houzout hiroc’h war ho rouedad ? Mont e-barzh Kemper Breizh-Izel evit gwelet an holl ditouroù hag an holl servijoù a vez kinniget gant QUB.
Greomp, evit un amzer-da-zont padus !
Pa’z implijit an treuzdougen QUB e kemerit perzh en ekonomiezh lec’hel diouzh un tu, ha sikour a rit ar genskoazell hag an diorren padus ivez war un dro. Holl a-gevret e roomp lañs d’hor galloud-prenañ ha doujañ a reomp hon endro war un dro. Neuze, prest oc’h da vont ganti ?
Kemerit perzh el luskad QUB ha beajit en un doare all !
Ar rouedad QUB dre un toullad sifroù…
Ouzhpenn 100 000 a dud a vez kaset-degaset e korn-bro Kemper Breizh-Izel :
14 kumun en un takairiad hag a zo tost da 282 km²
Etre 140 ha 150 goprad e Keolis Kemper, 110 blenier en o zouez
59 c’harr evit an treuzdougen boutin (busoù, minibusoù)
12 linenn-kêr, 2 servij d’ar Sul, 8 linenn e-maez kêr ha 33 linenn dibar Presto hag a dremen en ur 1000 arsavlec’h bennak en tolpad-kêrioù a-bezh.
3 227 392 a gilometroù a yeer bep bloaz (2020)
3 582 577 a veajoù bep bloaz er rouedad QUB (2020)
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Kemper Breizh-Izel : www.quimper-bretagne-occidentale.bzh