Ar prizioù kengred : diouzh ho rannad tiegezhel e c’hallit kaout un digresk etre 25% ha 95% war ho koumanant (miz pe bloaz) pe war ho kartenn 10 beaj. E-pad bloaz e talv an digresk-se, gant ma vo diskouezet ur brouenn :
Ur skoazell a resevit digant Kef ar Goproù Tiegezh : ret eo diskouez un testeni paeamant KGT 3 miz kozh d’ar muiañ.
Ne resevit skoazell ebet digant KGT : ret eo leuniañ un teuliad gant KOSG Kemper en 21 bis straed Steven Gourmelen pe en un ti-kêr karter.