Ha gallout a ran beajiñ war meur a linenn gant ma zeul treuzdougen, abalamour da aesaat ma monedoneoù ?
Ur wech talvoudet ho teul treuzdougen evit ar wech kentañ e c’hallit cheñch linenn pe mont war ho kiz e-pad un eurvezh.
Ha ret eo din talvoudañ ma zeul treuzdougen bep taol ?
Evit beajiñ dinec’h gant QUB ez eo dav doujañ d’ar reolenn aour-mañ : ret eo talvoudañ ho teul treuzdougen bep taol ma’z it e bourzh, pa cheñchit linenn ivez, kuit a vezañ kastizet. E-giz-se e vez kontrollet ar monedoneoù, ha disoursi e vez ar veajourien. Bezomp-holl beajourien a-skiant-vat !
Penaos gouzout hag-eñ e chom bilhedoù war ma c’hartenn ?
Tri doare zo : 1/ Pa implijit ho kartenn er busoù e vez skrivet war an talvouder pet beaj a chom ganeoc’h. 2/ 48 eurvezh war-lerc’h ho peaj ziwezhañ e c’hall bezañ lennet en ho kont war internet. 3/ Mont d’ul lec’h gwerzhañ pe d’an ajañs kenwerzhel.
.Ha gallout a ran prestañ ma c’hartenn Korrigo ?
Ne c’hallit ket, ur gartenn bersonel eo, ganeoc’h-c’hwi hepken e c’hall bezañ implijet.
Adalek peseurt oad e rank ar vugale paeañ o beajoù ?
Adalek 6 vloaz e rank ur bugel bezañ ur bilhed gantañ.