P+R = Parklec'h Erlec'h
Soñjet eo bet ar c’houmanant-mañ evit an dud a bark o c’harr war ar parklec’h e Kroaz ar Gardian evit kemer al linennoù B ha 9 en arsav Kroaz ar Gardian da vont betek kreiz-kêr.
Ar formulennoù koumanantiñ-mañ a c’hall bezañ lakaet war ar gartenn KorriGo personelaet pe gant roadennoù dizanv. Ganti e c’hallit mont ha dont e-giz ma fell deoc’h er rouedad QUB a-bezh.
Ret eo talvoudañ ar gartenn seul taol ma pigner er bus.
Klikañ amañ evit lenn an holl guzulioù evit beajiñ evel zo dleet.
Formulennoù
Miziek = Fakturenniñ adalek an 20 evit ar miz war-lerc'h = 9,50€
Prizioù d’an 01/07/2024
Klikañ amañ evit pellgargañ an urzh lemel.
Perzhioù :
Gant ar formulenn-mañ e c’haller ober ur mont-dont bemdez, eus al Lun d’ar Sadorn. Arsavioù evit pignat :
evit mont : arsav Kroaz ar Gardian
evit distreiñ : arsavioù Tourbi, A.Massé, Sant-Kaourantin, Rezistañs
Goulennit hiroc’h !
- Digant hoc’h implijer : gant ar skoaziadenn treuzdougen e c’haller resteurel 50 % eus priz ho koumanant deoc’h.
- Digant hoc’h asurañs : gallout a ra resteurel ul lodenn eus ho koumanant deoc’h.